Skrid-emglev mor Washington

Skrid-emglev vor Washington
multilateral treaty
Lec'hWashington D.C. Kemmañ
Deiziad6 C'hwe 1922 Kemmañ
Deiziad kregiñDu 1921 Kemmañ
Deiziad echuiñC'hwevrer 1922 Kemmañ
Palarms control Kemmañ
SignatoryStadoù-Unanet, Impalaeriezh Breizh-Veur, Trede Republik c'hall, Rouantelezh Italia, Impalaeriezh Japan Kemmañ
DepositaryFederal Government of the United States Kemmañ

Skrid-emglev mor Washington (saozneg: The Washington Naval Treaty), lesanvet Skrid-emglev ar pemp Galloud, a oa ur skrid-emglev sinet e 1922 gant broioù galloudusañ Kevredidi ar C'hentañ Brezel-bed. An emglev a oa unan graet evit dizarbenn ar redadeg d'an armañ a-fed nerzh ar morluioù. Ar pal a oa gwanaat en un doare hollek ar sevel bigi-brezel. Marc'hataet e oa bet e-kerzh Prezegenn vor Washington, D.C. eus miz Du 1921 betek miz C'hwevrer 1922. Sinet e oa bet gant gouarnamantoù Impalaeriezh Breizh-Veur (ar Rouantelezh-Unanet, Kanada, Aostralia, Zeland-Nevez, Suafrika hag India), Stadoù-Unanet Amerika, Frañs, Italia hag Impaleriezh Japan. Bevennet e oa dre an emglev-se ar gwir da sevel listri-hobregonet, morrederien brezel ha dougerien kirri-nij gant ar sinerien. Evit an holl doareoù bigi brezel all, gant kroazerien, listri-distruj, ha listri-spluj, ne oa lakaet harz ebet dezho gant an emglev, nemet war ur poent hag a oa chom hep tremen a-us da 10 000 tonenn dilec'hiadur.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by razib.in